• Votre courriel
    Votre mot de passe
  • Français | English | Español | Italiano

Diaz InteregioDiaz Interegio

Recherche

Ur sizhun, un istor : sizhun 43

Cinémathèque de Bretagne

26 a viz Here 1966. En ur ober 48 eurvezh e oa kouezhet dek milimetrad glav a pevar-ugent war Roazhon hag an trowardroioù. Stanket e oa an hentoù, ha beuzet ar parkeier.

E Saozon-Sevigneg e oa tizet an tiez adalek nav eur noz. Ar Maer en doa goulennet sikour digant servijoù ar gwarez sivil evit digarzhañ an dud. 14 den a oa bet saveteet gant ar viñsaskell pa oant kelc'hiet gant an dour-beuz.

Straed Alphonse Guerin a oa unan eus ar straedoù tizhet ar muiañ.

Pomperien Roazhon a oa e pep lec'h. 300 familh lakaet en o-unan a voe sikouret ha kaset boued ha dour dezho gant sikour bigi.

En holl ez eus bet tizhet 2500 den, hag hervez ar sifroù kentañ e oa bet jedet ur freuz a 2 viliard a lurioù kozh.

Diaz Interegio

Amorce, la plateforme du réseau Diazinteregio.

Opération soutenue par l’État dans le cadre du dispositif « Numérisation du patrimoine et de l’architecture » de la filière des industries culturelles et créatives (ICC) de France 2030, opéré par la Caisse des Dépôts »

contact@diazinteregio.org      Banque des TerritoiresFrance 2023

Mentions légales | Politique de confidentialité | Conditions générales d'utilisation | Powered by diasite