• Votre courriel
    Votre mot de passe
  • Français | English | Español | Italiano

Diaz InteregioDiaz Interegio

Recherche

Ur sizhun, un istor : sizhun 40

Cinémathèque de Bretagne

5 a viz Here 1925. Ganet eo Youenn Gwernig e Skaer.

Kizeller, biniaouer, soner, barzh ha kaner eo bet. Divroet en deus er bloavezhioù 50 er Stadoù-Unanet, ‘lec’h ma vevas gant e wreg Suzig hag e vugale e-pad 12 vloaz, ‘giz un toullad bretoned all d’ar mare-se.

E New-York eo bet awenet gant ar meskaj sevenadurioù a gaver eno, ar melting-pot, ar pezh a vroudas anezhañ da skrivañ e brezhoneg, galleg ha saozneg. Du-se e kejas gant ar skrivagner hollvrudet Jack Kerouac, a zeuas da vezañ mignon bras dezhañ.

Stourmet en deus ivez war bep tachenn ur wech distroet e Breizh e 1969 : war chanterioù Sant-Nazer, er Joint Français e Sant-Brieg, evit ar skolioù Diwan, pe c’hoazh gant poblañs Plougoñv a-enep d’an nukleel…

Etre 1983 ha 1991 e voe e penn abadennoù FR3 e brezhoneg, e lec’h ma klaskas diorren ar produiñ filmoù faltazi war ar chadenn. E 1996 e resevas Priz Langleiz evit e oberenn varzhel.

Aet eo da Anaon d’an 29 a viz Eost 2006, pa oa ur bloaz ha pevar-ugent.
Diaz Interegio

Amorce, la plateforme du réseau Diazinteregio.

Opération soutenue par l’État dans le cadre du dispositif « Numérisation du patrimoine et de l’architecture » de la filière des industries culturelles et créatives (ICC) de France 2030, opéré par la Caisse des Dépôts »

contact@diazinteregio.org      Banque des TerritoiresFrance 2023

Mentions légales | Politique de confidentialité | Conditions générales d'utilisation | Powered by diasite