• Votre courriel
    Votre mot de passe
  • Français | English | Español | Italiano

Diaz InteregioDiaz Interegio

Recherche

Ur sizhun, un istor : sizhun 38

Cinémathèque de Bretagne

18 a viz Gwengolo 1944. Fin an Eil Brezel Bed. Abaoe 1500 devezh e oa aloubet kêr Vrest gant an arme alaman pa zivizas an amerikaned dieubiñ anezhi ha lakaat neuze un termen d’ar brezel spontus-se a oa kroget pevar bloaz a-raok.

Dre ma oa plaset mat Brest, er C’hornôg pellañ, e oa bet bombezennet kant pemp gwech ha tri-ugent gant ar Gevredidi. Ouzhpenn mil den a voe lazhet neuze, ha dismantret e voe penn-da-benn ar gêr.

Filmet e oa bet ar skeudennoù-se gant ar soudarded amerikan o-unan, etre an 10 hag ar 17 a viz Gwengolo 1944, pa voent o prientiñ an arsailh, hag an 18 a viz Gwengolo p’en em zaskoras ar soudarded alaman dezho.
Diaz Interegio

Amorce, la plateforme du réseau Diazinteregio.

Opération soutenue par l’État dans le cadre du dispositif « Numérisation du patrimoine et de l’architecture » de la filière des industries culturelles et créatives (ICC) de France 2030, opéré par la Caisse des Dépôts »

contact@diazinteregio.org      Banque des TerritoiresFrance 2023

Mentions légales | Politique de confidentialité | Conditions générales d'utilisation | Powered by diasite