• Votre courriel
    Votre mot de passe
  • Français | English | Español | Italiano

Diaz InteregioDiaz Interegio

Recherche

Ur sizhun, un istor : sizhun 15

Cinémathèque de Bretagne

10 a viz Ebrel 1967. Erruet eo lanv du an Torrey Canyon betek aodoù Breizh, teir sizhunvezh goude peñse ar vag e-tal Kernev-Veur.

D'an 18 a viz Meurzh, diouzh ar mintin, en doa skuilhet an eoullestr liberian ar c'hant ugent mil tonenn a eoul-maen a oa kaset gantañ. Ul lodennig eus ar mazout-se a oa aet davet an aodoù kerneveurat, met an darn vrasañ, 30 000 tonenn, a oa bet kaset etre Enez-Vaz hag Enez-Vriad.
Ar wech kentañ eo d'ar mediaoù komz eus "lanv du" : un emskiant politikel a zo o tiwanañ diwar an darvoud-se.
Koulskoude, an teknikoù evit naetaat an aodoù a vo gwashoc'h c'hoazh evit an endro. Divizout a ra da gentañ ar gouarnamant saoz bombezenniñ an Torrey Canyon evit lakaat an tan en eoul-maen, en aner. Neuze e vez skuilhet miliadoù a litradoù a zanvez kimiek : ur gwallreuz ekologel spontus eo. Degadoù a viliadoù a loened a zo lazhet.

Raymonde hag Yves Albertini, ur c'houblad filmaozerien amatour, o deus filmet stourm dibaouez ar boblañs tro-dro da Aod ar Vein Ruz evit naetaat saotradur al lanv du.

Diaz Interegio

Amorce, la plateforme du réseau Diazinteregio.

Opération soutenue par l’État dans le cadre du dispositif « Numérisation du patrimoine et de l’architecture » de la filière des industries culturelles et créatives (ICC) de France 2030, opéré par la Caisse des Dépôts »

contact@diazinteregio.org      Banque des TerritoiresFrance 2023

Mentions légales | Politique de confidentialité | Conditions générales d'utilisation | Powered by diasite